E-keit ma z’eo war-vor, heulit ar vag ha tout ar pezh a dremen er bourzh e-pad tout ar merdeadenn.
Evit gouzout muioc’hLestrit war ar Biche evit bevañ tammoù buhez dreist-ordinal etre kargañ ha diskargañ
EnskrivadennoùAdkavit anezho er bourzh e-pad an ehannoù hag e-barzh ar rouedadoù dasparzhañ eus ar savenn Treuzdougen dre bigi dre lien
Evit gouzout muioc’hUnan en nevez-amzer betek Bourdel hag unan all en diskar-amzer betek Plymouth ha Falmouth
Dispaket e-pad an harpadennoù didan ur barnum glad graet en un doare hengounel gant Porzh Mirdi eus Douarnenez
Tu zo da pep hini sellet ouzh video ar porzh, filmet war-eeun ha heuliañ fiñvadenn ar roudou GPS, ouzhpennet gant titouroù geolec’hiet e-gizh grafikoù pe tammoù eus al levr-lestr
Un dibab eus muioc’h eget 200 produ lec’hel anavezet evit ho c’halite, o tont eus muioc’h eget 25 produer.
Gant an testeni hag a zo lakaet war pep produ treuzkaset gant bigi dre lien, tu zo tizhout hollad titouroù spis-tre diwar-benn ar vageerezh liammet d’ ar produ (peseurt bag ‘n eus treuzskaset d’ur poent all d’eben, peur…).
Kemerit perzh e-barzh an treuzkas marc’hadourezh gant bigi dre lien ha bevit war ar vag vuhez ur skipailhad
2 Feurmadenn vras evit ur badelezh eus 1 miz tro dro da vreizh, etre Bourdel ha Plymouth
50 tonenn bennak a vac’hadourezh treuzkaset gant kreñvder an avel
50 tonenn bennak a vac’hadourezh treuzkaset gant kreñvder an avel
120 produ referañs o tont eus 23 porduerien artisan
Ar » Savenn breizhat treuzdougen gant bigi dre lien « a zo douget gant rannvro Breizh a zo o neveziñ en ur lakaat e plas un treuzwelusted gwirion eus an treuzdougen gant bigi dre lien hag ur sell war an troadoù morel. An titouroù a vo kaset gant sikour ar rouedad 4G eus an embregerezh Orange, hag a gemero muzulioù evit gwelet penaos eo goloet ar mor gant ar rouedad, warlec’h bezañ tremenet dre stign MVG (Microwave Vision Group), dre ur sistem lestret evezhiet gant an embregerezh « Micro Module » . An titouroù a vo resevet ha dielfennet gant “GerTelecom Junior Entreprise »
Ar vag Dundee a c’hargo muioc’h eget 20 tonenn eus produioù biologel lec’hel- gwin, chistr, bouedoù-mir legumaj ha pesked pe kaotigel treuzdouget gant bigi dre lien, etre Bourdel ha Sant-Maloù. Met er vag, kavet e vez ivez chokolat eus Republika Dominika, te eus an Azoroù pe bier eus Kerneveur. Ar broduioù lec’hel, doujus eus an endro o tont eus broioù pell , hag a ra beajiñ an hini a zebr anezho, a zo gwerzhet e muioc’h eget 50 stal breizhat. Mod all, tu zo ivez koumandantiñ war eeun war lec’hienn TOWT Treuzdougen Gant Bigi dre lien.
An eskemm kenwerzhel a gemer neuze en dro tout e dalvoudegezh , ha muioc’h c’hoazh pa vez adlakaet e plas un oberezh hengounel ha dreist-holl er mare-mañ pa vez komzet eus fin an eoul-maen, dont a ra Breizh da vezañ en-dro al labourva luskus e-keñver an danvez morel .
Tu vo deoc’h tañvañ ar produioù e-keit an Harpadennoù
« Savenn breizhat an treuzdougen marc’hadourezh gant bigi dre lien » e deus gounezet ar Programm « Herezhioù an arvor » aozet gant Kuzul Rannvro Breizh